Mor ar Struj

Mor ar Struj
Mor ar Struj
Golo an eil embannadur gallek : Hatsuhana oc'h ober pinijenn dindan lamm-dour Tonosawa, stampaj Kuniyoshi Utagawa

Oberer Yukio Mishima
Bro Banniel Japan Japan
Kentskrid galleg Marguerite Yourcenar
Stumm Romant
Version orin
Yezh Japaneg
Titl 豐饒の海
Bloavezh 1965 - 1970
Version galleg
Troer Tanguy Kenec'hdu (diwar ar saozneg)
Embanner Gallimard
Rummad-levrioù Biblos
Lec'h embannadur Pariz
Bloavezh embannadur 1988
Niver a bajennoù 1489
ISBN 2-07-071456-X

Mor ar Struj (豐饒の海, Hôjô no umi) zo pevar romant gant ar skrivagner japanat Yukio Mishima, hag a seller outo evel e « destamant lennegel »

Skrivet int bet etre 1965 ha 1970. Kontañ a reont buhez verr hag « adenkorfadurioù » unan eus ar penntud, Kiyoaki, en ur gontañ ivez tammoù eus buhez e vignon Honda. Adalek antronoz ar brezel etre bro Rus ha bro Japan, betek antronoz peuramerikanaet an Eil brezel bed, eo taolennet Japan an XXvet kantved, ar vourc’hizelezh hag ar vrientinelezh kornôkaet. Dont a ra titl an oberenn eus anv ur blaenenn ouelec’hel eus al Loar.

D’ar 25 a viz Du 1970, goude bezañ kaset an dornskrid d’e embanner, e oa en em lazhet Yukio Mishima e penngarter al lu japanat, hervez doare ar seppuku. Ar seurt emlazh-se zo meneget ha deskrivet e-barzh Kezeg Achapet, an eil tamm eus Mor ar Struj, ha muioc’h c’hoazh en danevell Karantez-Vro, dastumet e Marv e-kreiz an Hañv.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search